Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
1169 followers · 440 posts · Server mamot.fr

Lakaet eo war wel ar c'hazetenniñ-enkask er sinema dre ar film « Bezhin Glas », bet filmet e Aodoù-an-Arvor e miz Gwengolo tremenet. Diskouez a ra penaos eo bet labouret gant kazetennerez Ines Leraud e-unan e-pad tri bloaz. Ha penaos eo deuet a-benn da ziskoachañ dañjer bas abominapl ar bezhin glas evit ar yec'hed hag an endro.

Bet oc'h o welet ar film a-raok an holl ?

Mont a rit bremañ ?

Lârit deomp 👇

#bzhg #brezhoneg #breizh #bezhinglas #enklask

Last updated 2 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
1095 followers · 297 posts · Server mamot.fr

[BZG] E e vo kazetenner Splann ! Sylvain Ernault evit un digor-kalon ha tabut diwar-benn plas ar c'hazetenniñ er skiantoù. Penaos kas da benn un enklask hir ha ker ? E-unan pe gant meur a zen ? Gant peseurt ostilhoù ? Penaos en em wareziñ ha chom hep bezañ taget ?

#pariz #enklask

Last updated 2 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Un dezrevell kevarouezerezh bet gourc’hemennet 2017 gant Ajañs broadel ar yec’hed (ANSM) a lakae war wel e oa sklaer d’ar poent-se dañjerusted an ensteud gaonac’hañ peurbad Essure lakaet en gwerzh gant Bayer. Met n’eo ket bet embannet biskoazh. « Splann !» a zo deuet a-benn da lakaat an dorn warni. 🧐

👉 Lennit hon enklask amañ : splann.org/br/enklask-essure-d

#splann #brezhoneg #bzgh #breizh #essure #enklask #bzh #bayer

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Ouzh mikro Lucie Louâpre 'vo Juliette Cabaço Roger a-benn kinnig enklask war an ensteudoù Essure war wagennoù Canal B. Emgav da 5e evit an abadenn L'Arène. 🎙

👉 Da selaou war : canalb.fr/larene

#splann #radio #essure #enklask #interview #breizh #brezhoneg #bzhg #roazhong

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed. 🔥

👉 Diszoloit hon enklask amañ : splann.org/br/essure-breizhade

#splann #enklask #essure #breizh #brezhoneg

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

🛑 Embannet 'vez hiziv gant « Splann ! » un enklask nevez war an ensteudoù (emplantoù) Essure, 'oant lakaet e korf ar merc'hed kuit dezho da gaout bugale. Tri fennad da lenn skrivet gant Juliette Cabaço Roger ha Sternberg Faustine.

👉 Lennit an enklask : splann.org/br/enklask-essure-d

#splann #brezhoneg #breizh #enklask #essure

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

{Bzhg} Deuet zo maez un enklask nevez gant « Splann ! » Sujed ar metanaat zo lakaet war wel ar wech-mañ. 🧐

Ar skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed o deus savet enklaskoù war filierenn ar produiñ metan e Breizh, ar metanaat, pe ar metanizañ. Gwenvael Delanoe zo unan deus ar re o deus kemeret perzh en enklask-mañ. Un atersadenn savet gant Tunvezh Gloagen Grandjean (Radio Breizh).

👉 Lennit an enklask : splann.org/br/enklask-metanaat

#splann #enklask #metanaat #brezhoneg #breizh

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Sañset e vez pep tra dindan evezh, sañset. E gwirionez e vez disdalc’hioù a bep seurt gant ar staliadurioù metanaat breton. Ne vez ket ensellet al lec’hioù-se tamm ebet. Pep a c’hell ober ar pezh a gar hep kaout aon rak an disterañ kastiz, en desped d’ar riskloù bras. ⚠️

👉 Lennit an enklask : splann.org/br/metanaat-kousto-

#splann #enklask #brezhoneg #metanaat #breizh

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Ar staliadurioù metanaat a lonk ur meskaj distaoladennoù disheñvel, gant orinoù liesseurt, dañjerus a-wechoù. Ma n’eus ket bet kemennoù diwall groñs c’hoazh betek hen e vez chalet tud zo gant ar riskl da strewiñ kleñvedoù. Daoust da se en devez darn vrasañ ar metanerezioù un aotre kuit dezho da yec’hedusaat al lastez, a-benn suraat an dilaoskadennoù dañjerus ha klañvuzennnoù enno. 🔬

👉 Lennit an enklask : splann.org/br/metanaat-kluster

#splann #brezhoneg #enklask #metanaat #keleier #breizh

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

E plas boueta an dud hag al loened e vez pourvezet metanerezioù gant boued hag edaj. N’eo ket diaes d’al labourerien-douar mont e-biou d’al lezenn a-benn gounit « maiz enerjetek » forzh pegement. Truchañ a ro an tu da c’hounit muioc’h a arc’hant, peogwir eo gopret gwelloc’h ar produiñ energiezh eget an desevel saout. 🌽

👉 Lennit an enklask : splann.org/br/metanaat-koll-bo

#splann #brezhoneg #breizh #metanaat #enklask

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Al labourerien-douar a zo ar re gentañ o vetanaat e Breizh… met eostad ar gaz n’aio ket ganto. Embregerezhioù bras an energiezh a vir gounidoù ar gaz produet, ha lakaat ar gouerien alese da bourvezer lastez tra ken. 💰

👉 Lennit an enklask : splann.org/br/metanaat-emgann-

#splann #enklask #brezhoneg #breizh #metanaat

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Da geñver digoradur ar SPACE Rennes e Roazhon, saloñs etrevroadel ar sevel chatal, e vez embannet ganeomp rann kentañ un enklask war ar metanisañ e Breizh. Un teknologiezh a lak reuz war ar maez. 🚜

👉 Setu al liamm digoust : splann.org/br/enklask-metanaat

#splann #enklask #metanaat #breizh #brezhoneg

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

A-benn nebeut 'vo kaset ul lizher-kelaouiñ nevez gant titouroù fresk n'haller ken lenn e lec'h all ! Lakit hoc'h anv digoust a-benn degemer anezhi. 💌

👉 Lakit ho anv : splann.org/br/degemer/#newslet

#brezhoneg #enklask #kelaouin #breizh #splann

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Emgav benn arc'hoazh, adalek 8e beure, da lenn enklask nevez « Splann ! », war splann.org, Mediapart, France 3 Bretagne, Basta!, Pobl Vreizh, Dispak... ha da 7e30 war wagennoù Radio Breizh ! 🧐

#enklask #splann #keleier #brezhoneg #breizh

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquêtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Ur bloaz 'zo 'oa bet embannet hon « Breizh, c'hwezh an amoniak war ar maez ». Pedet oc'h da gaozeal diwar-benn ar gudenn-se koulz un emvod foran 'benn disadorn, d'an 11 a viz Even 2022, da 5e noz. E ti feurm Ti Losket 'vo dalc'het, e Gras, nepell Gwengamp (Bro Dreger). 📢

Gant Gwenvaël Delanoë ha Sylvain Ernault 'vo displeget un tamm ar pezh 'zo c'hoarvezhet dibaoe da geñver ar saotradur-mañ er vro. Kazetenner int e kuzul embann kevredigezh « Splann ! ».

#enklask #gwengamp #breizh #brezhoneg

Last updated 3 years ago