Splann ! Lanceur d'enquĆŖtes · @splann
1056 followers · 196 posts · Server mamot.fr

šŸ„• Goude bezaƱ bet pourmenet e marc'had produerien lec'hel deuit da welet ac'hanomp da 2e goude merenn a-benn kaozeal diwar-benn ar . E evit gouel an douar 'vo Splann ! d'ar Sul 5 a viz C'hevrer. šŸ“š Tu vo ivez prenaƱ hon enklaskoù moulet.

#metanaat #plufur

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquĆŖtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

{Bzhg} Deuet zo maez un enklask nevez gant « Splann ! » Sujed ar metanaat zo lakaet war wel ar wech-mañ. 🧐

Ar skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed o deus savet enklaskoù war filierenn ar produiñ metan e Breizh, ar metanaat, pe ar metanizañ. Gwenvael Delanoe zo unan deus ar re o deus kemeret perzh en enklask-mañ. Un atersadenn savet gant Tunvezh Gloagen Grandjean (Radio Breizh).

šŸ‘‰ Lennit an enklask : splann.org/br/enklask-metanaat

#splann #enklask #metanaat #brezhoneg #breizh

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquĆŖtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

SaƱset e vez pep tra dindan evezh, saƱset. E gwirionez e vez disdalc’hioù a bep seurt gant ar staliadurioù metanaat breton. Ne vez ket ensellet al lec’hioù-se tamm ebet. Pep a c’hell ober ar pezh a gar hep kaout aon rak an disteraƱ kastiz, en desped d’ar riskloù bras. āš ļø

šŸ‘‰ Lennit an enklask : splann.org/br/metanaat-kousto-

#splann #enklask #brezhoneg #metanaat #breizh

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquĆŖtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Ar staliadurioù metanaat a lonk ur meskaj distaoladennoù disheƱvel, gant orinoù liesseurt, daƱjerus a-wechoù. Ma n’eus ket bet kemennoù diwall groƱs c’hoazh betek hen e vez chalet tud zo gant ar riskl da strewiƱ kleƱvedoù. Daoust da se en devez darn vrasaƱ ar metanerezioù un aotre kuit dezho da yec’hedusaat al lastez, a-benn suraat an dilaoskadennoù daƱjerus ha klaƱvuzennnoù enno. šŸ”¬

šŸ‘‰ Lennit an enklask : splann.org/br/metanaat-kluster

#splann #brezhoneg #enklask #metanaat #keleier #breizh

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquĆŖtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

E plas boueta an dud hag al loened e vez pourvezet metanerezioù gant boued hag edaj. N’eo ket diaes d’al labourerien-douar mont e-biou d’al lezenn a-benn gounit Ā« maiz enerjetek Ā» forzh pegement. TruchaƱ a ro an tu da c’hounit muioc’h a arc’hant, peogwir eo gopret gwelloc’h ar produiƱ energiezh eget an desevel saout. 🌽

šŸ‘‰ Lennit an enklask : splann.org/br/metanaat-koll-bo

#splann #brezhoneg #breizh #metanaat #enklask

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquĆŖtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Al labourerien-douar a zo ar re gentaƱ o vetanaat e Breizh… met eostad ar gaz n’aio ket ganto. Embregerezhioù bras an energiezh a vir gounidoù ar gaz produet, ha lakaat ar gouerien alese da bourvezer lastez tra ken. šŸ’°

šŸ‘‰ Lennit an enklask : splann.org/br/metanaat-emgann-

#splann #enklask #brezhoneg #breizh #metanaat

Last updated 3 years ago

Splann ! Lanceur d'enquĆŖtes · @splann
978 followers · 101 posts · Server mamot.fr

Da geñver digoradur ar SPACE Rennes e Roazhon, saloñs etrevroadel ar sevel chatal, e vez embannet ganeomp rann kentañ un enklask war ar metanisañ e Breizh. Un teknologiezh a lak reuz war ar maez. 🚜

šŸ‘‰ Setu al liamm digoust : splann.org/br/enklask-metanaat

#splann #enklask #metanaat #breizh #brezhoneg

Last updated 3 years ago